Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 9:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 an hini a ra ar servich, o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep‐ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 9:10
32 Iomraidhean Croise  

Hag e lakai Aaron hag e vibien da dostaat ouzh digor teltenn an engalv, hag e walc'hi anezho gant dour.


Lakaat a ri Aaron hag e vibien da dostaat ouzh digor teltenn an engalv, hag e walc'hi anezho gant dour.


Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.


Pa vo aet kuit ar gouli diouzh an dilhad pe diouzh ar steuñvenn pe diouzh an anneuenn pe diouzh an dra bennak a groc’hen, goude ma vo be gwalc’het, neuze e vo gwalc’het un eil gwech, hag e vo glan.


Gwalc’hiñ a raio e gorf gant dour el lec’h santel hag ec’h adkemero e wiskamantoù; goude ez aio er-maez, e kinnigo e loskaberzh ha loskaberzh ar bobl, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit ar bobl.


Gwiskañ a raio an doneg lin santel, brageier lin a vo war e gig, gourizet e vo gant ur gouriz lin ha goloet gant un diarenn lin; ar re-se eo ar gwiskamantoù santel. Gwalc’hiñ a raio e gorf en dour hag e wisko anezho.


An hini a stoko ouzh an traoù-se a vo dic’hlan betek an noz; ne zebro ket traoù santel, met e walc’ho e gorf en dour;


ne evo na gwin nag evaj kreñv, ne evo na gwinegr a win na gwinegr a evaj kreñv, ne evo ket likor a rezin ha ne zebro na rezin fresk na rezin sec'h.


ha pa zeuont eus ar marc’had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc’het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc’hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.


met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?


penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.


o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc’h,


Henaourien ar gêr a vo an hini dostañ ouzh an den lazhet a walc'ho o daouarn war an annoar bet torret he gouzoug er froud.


da fin an abardaez en em walc'ho en dour, ha pa vo kuzhet an heol e tistroio d'ar c'hamp.


Ra ne varno eta den ac’hanoc’h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad,


tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


Rak n’en deus ket lakaet dindan galloud an aeled ar bed da zont, a gomzomp diwar e benn.


eus kelennadurezh ar badeziantoù, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus.


o deus tañvaet ger mat Doue ha galloudoù ar bed da zont,


Hag ar velegiezh o vezañ cheñchet, e oa ret ivez ma vije ur cheñchamant a lezenn.


a zo bet lakaet en e garg nann hervez ul lezenn eus ur gourc’hemenn kigel met hervez galloud ur vuhez peurbadus,


An emglev kentañ en doa ivez eta gourc’hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan