Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 8:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Lavaret eo bet dezho evel un tamall: Setu, an deizioù a zeuio, eme an Aotrou, ma rin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rag oc’h ober rebechou dezhe, Doue a lavar d’ar Judevien: Setu, dond a rai an deiziou, eme an Aotrou, ma peur‐c’hrin eun allians nevez gant ti Israel, ha gant ti Juda;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 8:8
25 Iomraidhean Croise  

Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.


Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet mibien Israel pignat kuit eus bro Ejipt,


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tegasin en-dro re zalc'het va fobl Israel ha Juda, eme an AOTROU, hag e rin dezho distreiñ d'ar vro am boa roet d'o zadoù, hag e perc'hennint anezhi.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma vo adsavet kêr d'an AOTROU, adalek tour Hananeel betek dor ar C'horn.


Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, a vo un emglev peurbadus ganto. O diazezañ a rin hag o liesain, hag e lakain va santual en o c'hreiz da viken.


rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec’hedoù.


Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz.


Lavarout a reas d’an diskibien: Dont a raio deizioù ma ho po c’hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n’en gwelot ket.


En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc’h.


Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.


Evel-se ivez, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon bep gwech ma’c’h evot dioutañ.


Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.


N'eo ket ganeoc'h hepken e ran an emglev-mañ gant le,


ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.


Jezuz a zo evel-se deuet kret eus un emglev kalz gwelloc’h.


O komz diwar-benn un emglev nevez, e tisklêrias e oa kozh an hini kentañ. Hag ar pezh a zo deuet da vezañ hen ha koshaet, a zo prest da vont da get.


Met bremañ en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc’h ma’z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc’h hag a zo bet savet war gwelloc’h promesaoù.


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan