Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 dre ma vin trugarezus e-keñver o direizhder ha ne’m bo ken soñj eus o fec’hedoù nag eus o fallentezioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 rag beza e vezin leun a druez e‐kenver ho injustisou, ha n’em bezo mui sonj euz ho fec’hejou, nag euz ho fallenteziou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 8:12
17 Iomraidhean Croise  

Na'z pez ket soñj eus pec'hedoù va yaouankiz nag eus va disentidigezh. Hervez da drugarez, az pez soñj ac'hanon, abalamour da'z madelezh, o AOTROU!


O te hag a glev ar bedenn! Pep krouadur a zeuio betek ennout.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


Diverket em eus da zrougoberoù evel ur goabrenn deñval, ha da bec'hedoù evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus.


Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.


Hag e c'hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoù direizh o deus graet, o vezañ en em savet a-enep din drezo.


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.


Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.


C'hoazh en devo truez ouzhimp, dindan e dreid e lakaio hor pec'hedoù. Ya, teurel a ri o holl bec'hedoù e foñs ar mor.


ha kement-se eo an emglev a rin ganto pa lamin o fec’hedoù.


Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras


hon eus ennañ an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan