Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 7:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Evel-se ar gourc’hemenn kentañ a zo bet torret abalamour d’e zic’halloudegezh ha d’e zidalvoudegezh,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Evel‐se, an ordrenans kenta a zo bet diskaret abalamour d’he zempladurez ha d’ he didalvoudegez;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 7:18
15 Iomraidhean Croise  

ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c’hellec’h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.


Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N’eo ket! Er c’hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Breudeur, komz a ran e doare an dud, pa vez startaet un emglev zoken gant tud, ne zeu den all ebet d’e derriñ pe da lakaat un dra bennak ouzhpenn warnañ.


Setu ar pezh a lavaran: diwar-benn un emglev a oa bet a-ziaraok startaet gant Doue e Krist, al lezenn, deuet pevar c’hant tregont vloaz goude, n’he deus ket gallet e freuzañ ha terriñ ar bromesa.


Ha bez’ emañ eta al lezenn a-enep promesaoù Doue? N’eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c’hellje reiñ ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn.


Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn?


met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?


rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


rak al lezenn n’he deus degaset netra d’ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec’h un esperañs gwelloc’h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan