Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 7:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Mar bije eta ar barfeted en em gavet e belegiezh Levi, rak dindan houmañ eo a zo bet roet al lezenn d’ar bobl, petra e oa ezhomm c’hoazh ma savje ur beleg all hervez urzh Melkizedek ha nann hervez urzh Aaron?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Ma vije bet eta ar berfection e belegiach Levi (rag ouz ar velegiach‐man eo e sell al lezen roet d’ar bobl), pe seurt ezom a oa ma savje eur beleg all, hervez urz Melkisedec, ha nann hervez urz Aaron?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 7:11
17 Iomraidhean Croise  

Ne gasan ket da netra gras Doue, rak mar deu ar reizhder eus al lezenn, Krist eta a zo marvet en aner.


Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentañ kentelioù ar bed.


met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?


Doue o vezañ e zisklêriet beleg-meur hervez urzh Melkizedek.


Evel ma lavar ivez en ul lec’h all: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.


e-lec’h ma’z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.


rak e oa c’hoazh e lounezhi e dad, pa yeas Melkizedek war arbenn dezhañ.


Hag ar velegiezh o vezañ cheñchet, e oa ret ivez ma vije ur cheñchamant a lezenn.


Rak an hini a vez lavaret kement-se diwar e benn a zo eus ur meuriad all, dioutañ den ebet n’en deus servijet ouzh an aoter.


Kement-se a zeu meurbet anatoc’h pa en em sav ur beleg hervez heñveledigezh Melkizedek,


rak ar re all a zo bet lakaet beleien hep le, met hemañ a zo bet lakaet en e garg gant al le eus an hini en deus lavaret dezhañ: An Aotrou en deus touet ha n’en em dislavaro ket, te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek.


Rak ma vije bet an emglev kentañ hep si, ne vije ket bet lec’h evit un eilvet.


Hag an traoù-se o vezañ evel-se lakaet, ar veleien a ya bepred e-barzh an tabernakl kentañ en ur ober al lid,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan