Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 6:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Koulskoude, re garet-mat, e c’hortozomp diganeoc’h traoù gwelloc’h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Koulskoude, e c’hortozomp euz ho perz, breudeur muiakaret, traou gwelloc’h, hag a gas var‐zu ar zilvidigez, petra‐benag ma komzomp evel‐se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 6:9
24 Iomraidhean Croise  

Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.


O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.


o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Dre-se, va re garet-mat, tec’hit diouzh an idolerezh.


Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc’h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c’heuz a gas d’ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Rak bet hoc’h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc’h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc’h ho madoù, o c’houzout penaos ez eus evidoc’h en neñvoù madoù gwelloc’h ha peurbadus.


Evidomp-ni, n’omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.


penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,


Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,


Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,


Breudeur, ne skrivan ket deoc’h ur gourc’hemenn nevez, met ur gourc’hemenn kozh hoc’h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc’hemenn kozh-se, eo ar ger hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ.


Re garet-mat, c’hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc’h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d’ar sent ur wech evit mat.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan