Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 6:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnañ alies hag a ro geot mat d’ar re a labour anezhañ, a resev ur vennozh digant Doue,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Rag an douar, leuniet gant ar glao o kweza alies varnezhan, hag a brodu yeot mad d’ar re a labour anezhan, a receo bennoz digant Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 6:7
17 Iomraidhean Croise  

Doue a lavaras: Ra broduo an douar glasvez, geot o tougen had, gwez-frouezh o tougen o frouezh hervez o rumm hag o devo o had enno o-unan war an douar. Hag evel-se e voe.


Tostaat a reas hag e pokas dezhañ. Izaak a c'hweshaas c'hwezh e zilhad hag a vennigas anezhañ, o lavarout: Setu, c'hwezh va mab a zo evel ur park benniget gant an AOTROU.


An hini a zoug an had evit e skuilhañ, a gerzh en ur ouelañ, met dont a raio en-dro o kanañ gant levenez, pa zougo e feskennoù.


Degemer a raio bennozh an AOTROU ha reizhder Doue e salver.


Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.


Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez' e vint glaveier a vennozh.


Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviañ warnoc'h.


Kas a rin va bennozh e-pad ar c’hwec’hvet bloaz, hag e roio deoc’h eost evit tri bloaz.


Degasit an holl zeogoù da di an teñzor, evit ma vo bevañs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoù, daoust ha ne zigorin ket skluzioù an neñvoù, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul.


Rak an neb a c’houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.


Ret eo d’al labourer-douar poaniañ a-raok dastum ar frouezh.


Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c’hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan