Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Rak ar re a zo bet ur wech sklêrijennet, o deus tañvaet an donezon neñvel, o deus bet o lod er Spered-Santel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 Rag impossubl eo d’ar re a zo bet eur vech sclerijennet, hag ho deuz tanveet an donezon celestiel, hag a zo bet lakeat da gaoud lod er Spered‐Santel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 6:4
38 Iomraidhean Croise  

An aberzhour a sello ouzh ar gouli goude ma vo bet gwalc’het. Ma n’eo ket kemmet stumm ar gouli ha ma n’eo ket astennet ar gouli, an dra a zo dic’hlan, devet e vo en tan. Krignet eo bet war an tu mat pe war an tu gin.


Mar deu ar gouli adarre ha mar dispuilh en ti goude ma oa bet tennet ar vein, goude ma oa bet raklet an ti ha goude ma oa bet induet,


Balaam a embannas e ziougan o lavarout: Diougan Balaam mab Beor, diougan an den digor e lagad,


Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.


C’hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N’eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac’het gant treid an dud.


Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.


Yann a respontas: Den ne c’hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv.


Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, Moizez n’en deus ket roet deoc’h bara an neñv, met va Zad a ro deoc’h gwir bara an neñv.


An holl grederien amdroc’het a oa deuet gant Pêr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed.


Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiñ ouzh Doue?


Doue, hag a anavez ar c’halonoù, en deus roet testeni dezho en ur reiñ dezho ar Spered-Santel kenkoulz ha deomp-ni,


Met Pêr a lavaras dezhañ: Ra yelo da arc’hant da get ganit, peogwir ec’h eus kredet e c’heller prenañ donezon Doue gant arc’hant.


Rak c’hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennañ ganeoc’h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreñvaet,


evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.


Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.


Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc’h: Ha resevet hoc’h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?


An hini eta a ro deoc’h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz?


ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,


Rak salvet oc’h dre ar c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo.


graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.


Met ar c’hras a zo roet da bep hini ac’hanomp, hervez muzul donezon Krist.


Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.


o reizhañ gant douster an enebourien, o c’hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,


Aleksandr, an hini a labour ar c’houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhañ hervez e oberoù.


Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc’h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,


Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez?


Mar gwel unan bennak e vreur o pec’hiñ eus ur pec’hed na gas ket d’ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d’ar re na reont ket ur pec’hed a gas d’ar marv. Bez’ ez eus ur pec’hed a gas d’ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec’hed-se.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan