Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 eus kelennadurezh ar badeziantoù, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 euz a zoctrin ar badizianchou, euz a astennedigez an daouarn, euz a resurrection ar re varo,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 6:2
57 Iomraidhean Croise  

Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.


Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.


Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


Met Yann ne felle ket dezhañ henn ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da’m c’havout?


An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.


ha pa zeuont eus ar marc’had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc’het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc’hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.


Rak, o lezel gourc’hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc’hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc’h ober kalz a draoù all heñvel outo.


Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc’het a-raok lein.


Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc’hraet!


hag e vi eürus dre ma ne c’hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.


Yann en em lakaas da lavarout d’an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc’h egedon, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.


Me n’anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c’haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.


ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn.


Hag e c’hellfe unan bennak nac’hañ dour ar vadeziant ouzh ar re o deus resevet ar Spered-Santel eveldomp?


Neuze, o vezañ yunet ha pedet, e lakajont o daouarn warno hag o c’hasjont kuit.


Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.


Eñ a gemeras anezho gantañ d’an eur-se eus an noz hag a walc’has o goulioù. Ha raktal a voe badezet, eñ hag e holl dud.


Un nebeud filozoferien epikuriat ha stoikat a gomzas gantañ. Darn a lavaras: Petra a fell d’an teodeg-se lavarout? Ha darn all: Seblantout a ra kemenn doueoù estrañjour. Rak prezeg a rae dezho Jezuz hag an adsavidigezh a varv.


Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.


Ar re eta a zegemeras e c’her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d’an diskibien.


Met, o c’houzout penaos ul lodenn a oa sadukeidi hag ul lodenn all farizianed, Paol a grias er sanedrin: Tud breudeur, me a zo farizian, mab da ur farizian, hag abalamour d’an esperañs ha d’an adsavidigezh a-douez ar re varv eo e varner ac’hanon.


hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c’hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.


nemet e vefe hepken eus ar gomz-mañ am eus lavaret a vouezh uhel en o c’hreiz: Abalamour d’an adsavidigezh a-douez ar re varv eo ez on barnet hiziv ganeoc’h.


Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.


Perak e kav deoc’h digredus ec’h adsavfe Doue ar re varv?


o vezañ gwall nec’het abalamour ma kelennent ar bobl ha ma kemennent an adsavidigezh a-douez ar re varv e Jezuz.


Degas a rejont anezho dirak an ebestel, hag ar re-mañ a bedas hag a lakaas o daouarn warno.


en deiz ma varno Doue oberoù kuzhet an dud dre Jezuz-Krist, hervez va Aviel.


int bet holl badezet dindan Moizez er goabrenn hag er mor,


Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c’horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.


o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.


a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoù.


Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoù all a voe merzheriet, o nac’hañ an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc’h,


hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.


Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan