Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 6:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 evit na deuot ket da veza diegus, mes ma teuot da imita ar re pere dre ar feiz hag ar batianted a zo heritourien euz ar promessaou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 6:12
36 Iomraidhean Croise  

Dorn ar re oberiant a reno, met an dorn didalvez a vo mestroniet.


Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.


Hent an didalvez a zo evel ur c'harzh spern, met gwenodenn an den reizh a zo plaenaet.


An hini en em laosk en e labour, a zo breur d'an hini a zispign ar pezh en deus.


Evel-se e kerzhi en hent ar re vat, hag e viri gwenodennoù ar re reizh,


Evel ma tro an nor war he mudurunoù, an didalvez a dro war e wele.


An hini a laka an dud reizh d'en em goll war un hent fall a gouezho er poull, met an dud onest o devo an eurvad da hêrezh.


Ma n'ouzout ket-se, o te ar gaerañ e-touez ar merc'hed, kae war roudoù an tropell, ha laka da c'havrigoù da beuriñ e-kichen teltennoù ar vesaerien.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.


Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? Doue n’eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.


Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec’h na’m eus ket hadet hag e tastuman e-lec’h na’m eus ket strewet,


En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet.


Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.


E-keñver ar gred, na vezit ket didalvez. Bezit birvidik er spered. Servijit an Aotrou.


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


hag evit bezañ tad an amdroc’hidi, ar re n’int ket amdroc’het hepken met c’hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc’h.


o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc’h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist.


en hevelep doare ma tennomp gloar ac’hanoc’h en Ilizoù Doue, abalamour d’ho pasianted ha d’ho feiz en hoc’h holl heskinoù hag er c’hlac’haroù a c’houzañvit,


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.


dre ar feiz o deus trec’het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned,


Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec’h hag ar pec’hed a bak ac’hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc’h el lañs a zo digoret deomp,


Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc’h ger Doue, eveshait ouzh disoc’h o buhez hag heuilhit o feiz.


Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma’z oc’h deuet gorrek da gompren.


Evel-se eo e resevas ar bromesa, o vezañ gortozet gant dalc’husted.


o c’houzout penaos amprouenn ho feiz a laka ar basianted da sevel ennoc’h.


Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken,


Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.


Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c’hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c’hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan