Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Setu perak, o lezel ar c’hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d’ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac’hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Rag‐se, o lezel ar principou kenta euz a zoctrin ar C’hrist, baleomp var‐zu ar berfection, hep diazeza a‐nevez ar fondamant euz ar gonversion euz an œuvrou maro, hag euz ar feiz e‐kenver Doue,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 6:1
50 Iomraidhean Croise  

met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Eñ a respontas: Ne d-in ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ hag ez eas.


Rak Yann a zo deuet d’ho kavout dre hent ar reizhder, ha n’hoc’h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c’hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n’hoc’h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ.


o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.


Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.


Bezit eta peurvat evel ma’z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.


Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha n’eo ket kouezhet abalamour ma oa diazezet war ar roc’h.


Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.


O vezañ aet, e prezegjont d’an dud kaout keuz.


Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc’h. An doureier o vezañ deuet ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n’o deus ket gellet e ziskar dre ma oa diazezet war ar roc’h.


Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c’haset,


Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.


Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,


Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.


o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,


met pa zeuio ar pezh a zo peurvat, neuze ar pezh a zo diglok a echuo.


Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n’eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c’heuz a gas d’ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv.


C’hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec’hedoù,


pa oamp marv en hor pec’hedoù, en deus hon degaset asambles d’ar vuhez e Krist, dre c’hras eo oc’h bet salvet,


evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist,


Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.


Met dreist an holl draoù-se gwiskit ar garantez, liamm ar barfeted eo.


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec’hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.


Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.


Hogen ne c’heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d’an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.


ha grit un hent eeun d’ho treid, evit ma n’en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc’h yac’haet.


Mar bije eta ar barfeted en em gavet e belegiezh Levi, rak dindan houmañ eo a zo bet roet al lezenn d’ar bobl, petra e oa ezhomm c’hoazh ma savje ur beleg all hervez urzh Melkizedek ha nann hervez urzh Aaron?


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


Ha ra zeuio ar basianted da gas hec’h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet hep mankout e netra.


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


Den n’eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc’hraet ennomp.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan