Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 5:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 petra‐benag ma oa Mab, hen deuz desket ar zentidigez dre an traou hen deuz gouzanvet,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 5:8
13 Iomraidhean Croise  

Met gloazet e oa en abeg d'hon drougoberoù, brevet en abeg d'hon direizhder; ar c'hastiz a ro deomp ar peoc'h a zo bet warnañ, ha dre e c'houlioù ez omp yac'haet.


Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.


Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac’hanon va-unan. Ar galloud am eus d’he lezel hag ar galloud d’hec’h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad.


Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.


Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.


rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c’haset.


hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc’h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.


en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.


rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv? Pe c’hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din?


Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan