Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Hennes eo an hini pehini, e‐pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 5:7
38 Iomraidhean Croise  

C'hwi hag a zouj an AOTROU, meulit eñ! Holl ouenn Jakob, roit gloar dezhañ! Holl ouenn Israel, krenit dirazañ!


D'ar mestr-kaner; salm David; war "Shoshannim".


D'ar mestr-kaner; kanaouenn; salm mibien Kora; war ar "Mahalad"; "Maskil" Heman an Ezrakiad.


Evel-henn e komz an AOTROU: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus en deiz ar silvidigezh; da ziwall a rin, da lakaat a rin da vezañ va emglev gant ar bobl, evit adsevel ar vro, evit lodennañ an hêrezhioù dismantret,


Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


E degas a raio d’an aberzhourien, mibien Aaron; kemer a raio un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs; an aberzhour a lakaio an eñvor a gement-se da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv, o lavarout: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet?


Jezuz, o vezañ kriet adarre gant ur vouezh kreñv, a rentas e spered.


D’an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec’h eus va dilezet?


Ha Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a rentas ar spered.


Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


Gouzout a ran e selaouez ac’hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d’ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec’h eus va degaset.


Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.


Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne’c’h eus c’hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec’h eus din ur c’horf,


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c’hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,


ha pep spered n’anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig n’eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc’h eus klevet lavarout emañ o tont, hag a zo dija a-vremañ er bed.


Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan