Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Hogen, an hini en em vag gant leaz, na gompren ket komz ar justis; rag n’ed eo nemed eur bugel bihan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 5:13
15 Iomraidhean Croise  

Va daoulagad a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh ha ger da reizhder.


Da biv e vo kelennet an anaoudegezh? Da biv e vo roet da glevout kentelioù da gompren? Da vugale nevez-dizonet, diframmet diouzh ar vronn?


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.


doktor ar re ziouiziek, mestr ar re hegredik, o kaout el lezenn reolenn ar c’houiziegezh hag ar wirionez.


Pa oan bugel, e komzen evel ur bugel, e komprenen evel ur bugel, e soñjen evel ur bugel, met pa’z on deuet da vezañ un den, em eus echuet gant ar pezh a oa eus ar bugel.


Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.


Breudeur, ne’m eus ket gallet komz deoc’h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.


Mar d-eo bet ministrerezh ar gondaonidigezh glorius, ministrerezh ar reizhder a fonn kalz muioc’h e gloar.


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


An holl Skritur a zo awenet gant Doue ha mat da zeskiñ, da gendrec’hiñ, da zifaziañ, da gelenn er reizhder,


c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,


rak an hini a salud anezhañ a gemer lod en e oberoù fall.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan