Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Tostaomp eta gant fiziañs ouzh tron ar c’hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezañ sikouret en amzer dereat.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Tostaomp eta gant fizians ouz tron ar c’hras, evit ma recevimp trugarez, ha ma kavimp gras, evit beza sicouret en amzer ma vezo dleet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 4:16
18 Iomraidhean Croise  

David a roas da Salomon e vab skouer ar porched, ar savadurioù, ar c'hambroù-teñzor, ar c'hambroù uhel, ar c'hambroù-diabarzh hag al lec'h-a-drugarez;


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.


rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.


ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.


Evel-se e lavaromp gant fiziañs: An Aotrou eo va sikour, ne’m bo ket aon. Petra a c’hell an den ober din?


met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti.


rak al lezenn n’he deus degaset netra d’ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec’h un esperañs gwelloc’h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


Dreist an arc’h e oa cherubined ar gloar, o c’holeiñ gant o skeud al lec’h-a-drugarez, ar pezh n’eo ket ret komz diwar e benn bremañ dre ar munud.


c’hwi ha ne oac’h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho poa ket kavet trugarez met hoc’h eus kavet bremañ trugarez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan