Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc’homp start hon anzavadenn a feiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Pa’z eo gwir eta hon euz eur Beleg‐braz, pehini hen deuz treuzet an envou, Jesus, Mab Doue, dalc’homp stard hor profession a feiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 4:14
31 Iomraidhean Croise  

Ar priñs a yelo e-barzh en o zouez pa'z aint e-barzh. Ha pa'z aint kuit, e yelo ivez.


An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.


Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.


An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.


Hag e c’hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv.


hag a lavaras: Tud a C’halilea, perak en em zalc’hit aze da sellout ouzh an neñv? Ar Jezuz-mañ, savet diganeoc’h en neñv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc’h eus e welet o pignat en neñv.


a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c’henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.


Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec’h erbed evidomp.


Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz ’zo; pe e voe en e gorf, n’ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n’ouzon ket, Doue a oar.


Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc’h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c’heñver hag e-keñver an holl.


An hini a zo diskennet, eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neñvoù, evit ma leugnje an holl draoù.


Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,


met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec’hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,


Dalc’homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.


A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Rak-se e tleomp en em stagañ startoc’h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell.


Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,


e-lec’h ma’z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.


hag a zo kouezhet, ne c’heller ken o adneveziñ hag o degas d’ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhañ e gwel d’an dismegañs.


a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroù a zeizioù na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heñvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken.


An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù,


aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc’hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.


Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,


Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan