Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Lakomp eta hor poan da glask antren er repos‐se, gant aoun na deufe unan‐benag da gweza en eur seurt revolt.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 4:11
22 Iomraidhean Croise  

Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh hag ar re daer eo he c’hemer.


It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d’ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno.


Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.


Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.


Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.


Dre-se, roue Agrippa, ne’m eus ket enebet ouzh ar weledigezh neñvel,


hoc’h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.


Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,


rak abalamour d’an traoù-se e teu kounnar Doue war vibien an disentidigezh.


Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.


Ha da biv e touas n’antrejent ket en e ziskuizh, nemet d’ar re a oa disent?


Pa’z eo gwir eta ec’h antreo hiniennoù e-barzh, ha pa n’eo ket antreet ar re a oa bet graet dezho da gentañ ar bromesa abalamour d’o diskredoni,


Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,


Distroet da gavout Jozue, e lavarjont dezhañ: Ra ne bigno ket an holl bobl, met ra'z aio daou pe tri mil den hag e pilint Ai. Na skuizh ket an holl bobl evit ken nebeut a dud.


mar en deus kondaonet Sodom ha Gomora da vezañ distrujet o rentañ ar c’hêrioù-se e ludu evit o reiñ da skouer d’ar re a vevfe e dizoujañs-Doue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan