Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 4:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Hor bezet aon eta, pa’z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d’antreal en e ziskuizh, n’en defe unan bennak ac’hanoc’h diskouezet bezañ he dilezet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Diwallomp eta, gant aoun, goude ma eo bet lezet ganeomp ar bromessa da antren en he repos, ne zeblantfe unan‐benag ac’hanoc’h beza renonset da gement‐se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 4:1
28 Iomraidhean Croise  

Ar fur a zouj hag a dec'h diouzh an droug, met ar sod a zo rok ha diarvar.


Eürus eo an den a zo dalc'hmat en doujañs, met an hini a galeta e galon a gouezho er sotoni.


Hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus, ne zistroin ket diouto, ober a rin vad dezho, va doujañs a lakain en o c'halon, evit na zistroint ket diouzhin.


Hervez niver an deizioù hoc'h eus spiet ar vro, daou-ugent deiz, e tougot poan ho tireizhder e-pad daou-ugent vloaz, ur bloaz evit pep devezh, hag e ouiot petra eo bezañ dioueret ac'hanon.


Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,


Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec’hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,


Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d’o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc’hiñ, met az pez aon,


peogwir o deus holl pec’het, ha ma tioueront gloar Doue,


Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ


Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,


Er-maez eus Krist emaoc’h, c’hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c’hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c’hras.


mar d-omp difeal, e chom feal, ne c’hell ket en em nac’h e-unan.


o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,


Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,


Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc’h ger Doue, eveshait ouzh disoc’h o buhez hag heuilhit o feiz.


Touet em eus eta em c’hounnar: N’antreint ket em diskuizh.


En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.


Chom a ra eta un diskuizh a sabad evit pobl Doue.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan