Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 2:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n’en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Rag an hini a zantifi, hag ar re a zo santifiet, a zepant holl euz a unan hep‐ken; abalamour da ze n’hen deuz ket a vêz ouz ho gervel breudeur, en eur lavaret:

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 2:11
19 Iomraidhean Croise  

Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.


Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa azezet en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.


Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.


Rak piv bennak en devo mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c’hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.


hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.


evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.


Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.


Graet en deus eus ur gwad hepken holl ouenn an dud, evit chom war holl c’horre an douar, o vezañ didermenet an amzervezhioù hag harzoù o chomlec’hioù,


Rak ennañ eo hon eus ar vuhez, ar fiñv hag ar boud, evel m’o deus lavaret ivez hiniennoù eus ho parzhed: Rak anezhañ omp ivez al lignez.


Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.


Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,


Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.


Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.


met bremañ e c’hoantaont unan gwelloc’h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n’en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho.


Dre-se ivez Jezuz, evit santelaat ar bobl dre e wad e-unan, en deus gouzañvet en diavaez eus an nor.


Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan