Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Rag, pa’z eo gwir e felle d’an hini, evit pehini ha dre behini ema an holl draou, digas kalz a vugale ebarz er gloar, deread e oa dezhan renta parfet, dre ar souffransou, ar Prins euz ho zilvidigez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 2:10
46 Iomraidhean Croise  

Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?


An AOTROU en deus graet an holl draoù evel ur respont, an hini drouk zoken evit deiz ar glac'har.


Stummet em eus ar bobl-mañ, hag e tisklêrio va meuleudi.


Setu, e lakaet em eus da vezañ un test evit ar pobloù, ur rener hag ur mestr evit ar pobloù.


Ha dre ma prenont e-touez ar broadoù, ez an bremañ d'o dastum, ha prestik e vihanaint dindan bec'h roue ar pennoù-bras.


An hini a ra an toull-freuz a bigno dirazo. Lammat a raint, tremen a raint dre an nor, hag ez aint er-maez. O roue a gerzho dirazo, hag an AOTROU a vo en o fenn.


ur c'hole yaouank, un tourz, un oan eus ur bloaz, evit al loskaberzh,


Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d’al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc’han da yac’haat hiziv ha warc’hoazh, ha d’an trede deiz e vo peurc’hraet ganin.


Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!


Ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c’hloar?


hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz.


ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.


P’en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc’hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.


Lakaet hoc’h eus d’ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.


Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhañ evel Priñs ha Salver, evit reiñ da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec’hedoù.


Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.


evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c’hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar,


prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,


koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.


Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.


Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,


An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh,


Me a vo tad deoc’h hag e viot mibien ha merc’hed din, eme an Aotrou holl-c’halloudek.


Rak holl oc’h mibien da Zoue dre ar feiz e Jezuz-Krist,


evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez gantañ er gloar.


Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


e-lec’h ma’z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


Rak al lezenn a laka beleien-veur tud hag a zo dinerzh, met ger al le, deuet war-lerc’h al lezenn, a laka ar Mab hag a zo peurvat da viken.


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:


Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d’e c’hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.


Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec’h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!


Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan