Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Rak-se e tleomp en em stagañ startoc’h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 2:1
25 Iomraidhean Croise  

Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na'z pez ket aon.


Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz.


Va mab, ra ne bellaint ket diouzh da zaoulagad, mir an ijin hag ar poell,


Rak setu, emaon o vont da sevel a-enep deoc'h ar Galdeiz, ar bobl kriz ha taer-se, a red a-dreuz plaenennoù bras an douar evit perc’hennañ chomadurioù n'int ket dezhi.


Leuniet e vi a vezh, ha n'eo ket a c'hloar. Ev te ivez, hag en em zizolo! Hanaf dorn dehou an AOTROU a raio an dro betek ennout, hag an dismegañs a vo war da c'hloar!


Bez’ oc’h c’hoazh hep skiant ha n’hoc’h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc’h,


O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n’hoc’h eus ket a soñj?


Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.


Evidoc’h-c’hwi, selaouit mat ar c’homzoù-mañ: Mab an den a dle bezañ droukroet etre daouarn an dud.


Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.


Taolit evezh gant aon na ankounac'hafec'h an emglev en deus graet an AOTROU ho Toue ganeoc'h ha na rafec'h ur skeudenn gizellet pe un taolennadur eus un dra bennak, ar pezh en deus difennet ouzhit an AOTROU da Zoue.


Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.


hag ankounac’haet hoc’h eus an ali roet deoc’h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac’hanout,


Met preder am bo d’ober ar pezh a zo ret evit ma c’hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit.


Re garet-mat, setu dija an eilvet lizher a skrivan deoc’h. En eil hag en egile e talc’han ho skiant yac’hus dihun dre alioù,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan