Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 13:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Ra vezo ho puez dinam a avaristed; bezit contant gant ar pez hoc’h euz; rag Doue he‐unan hen deuz lavaret: Na zilezin ket ac’hanoud, ha ne abandonin ket ac’hanoud.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 13:5
46 Iomraidhean Croise  

Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret.


Laban a lavaras: Petra a roin dit? Jakob a respontas: Ne roi netra din. Mesa a rin c'hoazh da dropell hag o diwallin mar rez kement-mañ evidon:


Lavarout a reas: Gwelout a ran n'eo ken dremm ho tad em c'heñver evel diagent, met Doue va zad a zo bet ganin.


hag e chomin e-touez mibien Israel, ha ne zilezin ket va fobl Israel.


Ra vo an AOTROU hon Doue ganeomp, evel m'eo bet gant hon tadoù. Ra n'hon dilezo ket, ra n'hon distaolo ket.


David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .


Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.


Stou va c'halon etrezek da destenioù, ha nann war-zu ar gounid.


Yaouank on bet hag on deuet da vezañ kozh, ha ne'm eus ket gwelet an den reizh dilezet, nag e lignez o klask e vara.


Rak an AOTROU a gar ar reizhder, ne zilezo ket e re garet-mat, diwallet int da viken, met lignez an dud fall a zo lamet kuit.


Moizez a fellas dezhañ chom gant an den-se, a roas da Voizez Sefora e verc'h da wreg.


Ne c'hoantai ket ti da nesañ, ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.


Na labour ket evit bezañ pinvidik, na laka ket da boell e kement-se.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.


Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.


Rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, eus ar profed d'an aberzhour, holl e reont gant touell.


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Na zastumit ket deoc’h teñzorioù war an douar, e-lec’h ma’z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec’h ma toull al laeron ha ma skrapont,


Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n’eo ket muioc’h eget ar boued, hag ar c’horf muioc’h eget an dilhad?


Na vezit ket eta nec’het gant an deiz war-lerc’h, rak an deiz war-lerc’h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc’h e boan.


al laeroñsioù, ar c’hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.


Soudarded a c’houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.


Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.


Bez’ ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh,


Met ar pezh am eus skrivet deoc’h, eo chom hep darempredoù gant unan bennak en em c’halv breur hag a zo hudur, pe gwallc’hoantek, pe idolour, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den.


nag al laeron, nag ar re wallc’hoantek, nag ar vezvierien, nag an droukkomzerien, nag ar skraperien, n’o devo rouantelezh Doue da hêrezh.


heskinet omp met n’omp ket dilezet, diskaret omp met n’omp ket distrujet,


Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc’hoant, evel ma tere d’ar sent,


Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc’hoantek hag a zo un idolour, n’en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue.


En em galonekait ha bezit kreñv! N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet abalamour dezho, rak an AOTROU da Zoue a gerzho ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout.


An AOTROU a gerzho dirazout hag a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout. Na'z pez ket aon ha bez dispont!


rak an AOTROU da Zoue a zo un Doue trugarezus, na'z tilezo ket ha na'z tistrujo ket, na n'ankounac’haio ket emglev da dadoù, en deus touet dezho.


Lakait eta da vervel en hoc’h izili ar pezh a zalc’h d’an douar, ar c’hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc’hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh,


nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,


Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.


Gwelet em eus er preizh ur vantell gaer a Shinear, daou c'hant sikl arc'hant, hag un dolzenn aour a hanter-kant sikl a bouez. O droukc'hoantaet em eus hag o c'hemeret, ha setu, an traoù-se a zo kuzhet en douar e-kreiz va zeltenn, hag emañ an arc'hant dindan.


O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


Ha pa c'hoarvezo an arouezioù-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit.


Rak an AOTROU ne zilezo ket e bobl, abalamour d'e anv bras, dre ma fellas d'an AOTROU ober ganeoc'h e bobl.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan