Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Korfoù al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec’hed, a zo devet er-maez eus ar c’hamp.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Corfou an anevaled euz a bere ar goad a vez kasset d’al leac’h santel gant ar beleg‐braz, evit ar pec’hed, a vez devet er meaz euz a leur‐gear.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 13:11
13 Iomraidhean Croise  

Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.


Hag e kemeri ar c'hole evit an aberzh-dic'haouiñ, hag e vo devet el lec'h lakaet a-du evit-se en ti, er-maez eus ar santual.


Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.


Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.


Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan.


Met ar c’hig hag ar c’hroc’hen a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp.


Mibien Aaron a zegasas dezhañ ar gwad, hag e soubas e viz er gwad, e lakaas dioutañ war gerniel an aoter hag e skuilhas ar gwad ouzh troad an aoter.


He reiñ a reot da Eleazar an aberzhour, a gaso anezhi er-maez eus ar c'hamp, hag e vo lazhet dirazañ.


An aberzhour a ganno e zilhad hag a walc'ho e gorf en dour. Goude-se e tistroio d'ar c'hamp, hag e vo dic'hlan an aberzhour betek an noz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan