Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 hag ankounac’haet hoc’h eus an ali roet deoc’h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac’hanout,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hag hoc’h euz ankounac’heet an exhortation a zo bet roet deoc’h, evel da vugale: Va mab, na zisprij ket punition an Aotrou, ha na goll ket a gourach, pa zeu da repren ac’hanoud;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 12:5
33 Iomraidhean Croise  

Daoust hag en deus lavaret da Zoue: Poan am eus bet, ne bec'hin ken,


An AOTROU en deus va c'hastizet rust, met n'en deus ket va roet d'ar marv.


Va buhez a zo dalc'hmat en arvar, koulskoude ne'm eus ket ankounac'haet da lezenn.


Kavout a rin va flijadur ez reolennoù, ha n'ankounac'hain ket da gomzoù.


A-raok bezañ glac'haret, en em gollen, met bremañ e viran da c'her.


Gouzout a ran, o AOTROU, n'int da varnedigezhioù nemet reizhder, hag ec'h eus va glac'haret hervez da fealded.


Rak evel ur sac'h-lêr ez on er moged, met n'ankounac'haan ket da reolennoù.


Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn,


Va mab, n'ankounac'ha ket va lezenn, ha ra viro da galon va gourc'hemennoù,


degemer ar furnez, degemer ar poell, n'ankounac'ha ket kement-se, ha na zistro ket eus gerioù va genoù,


A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiñ: Va c'hastizet ec'h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizoñv; gra din distreiñ hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.


Perak e klemmfe an den bev, an den a bec'h?


N’emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc’h, pa oa c’hoazh e Galilea


Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.


Met pa’z omp barnet, omp kastizet gant an Aotrou, evit na vimp ket kondaonet asambles gant ar bed.


N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.


En o zouez emañ Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiñ.


Mar gouzañvit ar c’hastiz, Doue en em ziskouez deoc’h evel da vibien, rak piv eo ar mab ha ne vez ket kastizet gant e dad?


Breudeur, ho pediñ a ran da c’houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc’h e nebeut a c’herioù.


Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan