Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 12:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 N’hoc’h eus ket c’hoazh stourmet betek ar gwad oc’h enebiñ ouzh ar pec’hed,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 C’houi n’hoc’h euz ket c’hoas stourmet beteg ar goad, o combatti a‐enep ar pec’hed.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 12:4
12 Iomraidhean Croise  

Neuze e roint ac’hanoc’h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac’hanoc’h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da’m anv.


Temptadur ebet n’eo deuet deoc’h ha na vefe ket kumun d’an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d’ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c’hellot e c’houzañv.


hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc’h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Deomp eta d’e gavout er-maez eus ar c’hamp, o tougen e zismegañs.


Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.


Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.


Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d’ar marv war an douar.


Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan