Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 12:2
78 Iomraidhean Croise  

Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.


An AOTROU a gaso da benn ar pezh a sell ouzhin. AOTROU, da vadelezh a bad da viken, na zilez ket oberenn da zaouarn!


Gwalleur d'ar re a ziskenn en Ejipt da glask sikour, d'ar re en em harp war gezeg, d'ar re a laka o fiziañs er c'hirri dre ma'z int kalz, hag er varc'hegerien dre ma'z int nerzhus, d'ar re na sellont ket ouzh Sant Israel ha na glaskont ket an AOTROU.


Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


Esperout a rin en AOTROU a guzh e zremm ouzh ti Jakob, hag e vin en gortoz anezhañ.


Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Moizez a reas un naer arem, a lakaas war ur berchenn; ha pa vez flemmet unan bennak gant un naer, e selle ouzh an naer arem hag e veve.


Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c’hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.


Evel-se e voe peurc’hraet ar Skritur a lavar: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.


An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.


Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?


Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroù: Me a gred, Aotrou! Sikour ac’hanon em diskredoni!


An ebestel a lavaras d’an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.


Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.


Ha ne oa ket ret d’ar C’hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c’hloar?


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne varv ket ar c’hreunenn winizh a gouezh d’an douar, e chom hec’h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh.


Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da’m c’havout.


Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,


Setu amañ bolontez an hini en deus va c’haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d’an deiz diwezhañ.


Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.


Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc’h eus staget ouzh ar groaz.


Lakaet hoc’h eus d’ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.


Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhañ evel Priñs ha Salver, evit reiñ da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec’hedoù.


Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.


Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue.


ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C’hresianed,


hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c’horf hepken, en ur zistrujañ e-unan ar gasoni.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.


Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec’h e c’hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist.


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


Ha da behini eus an aeled en deus biskoazh lavaret: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid?


Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.


Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.


pa oac’h, diouzh un tu lakaet dirak an holl en dismegañsoù hag en trubuilhoù, ha diouzh un tu all deuet da eil d’ar re o deus gouzañvet kement-se.


reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon,


Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc’h eneoù da zinerzhañ.


Deomp eta d’e gavout er-maez eus ar c’hamp, o tougen e zismegañs.


Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,


rak al lezenn n’he deus degaset netra d’ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec’h un esperañs gwelloc’h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi.


An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Va breudeur, ra vo ar feiz hoc’h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud.


o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c’hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.


en em zalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.


a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.


Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,


Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.


Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c’hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d’ar vuhez:


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan