Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Hebreed 1:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Ha n’inthi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e‐kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Hebreed 1:14
65 Iomraidhean Croise  

Jakob a chomas e-unan. Hag un den a c'hourenas gantañ betek sav gouloù-deiz.


Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.


Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez.


ober a ra eus e aeled speredoù, eus e servijerien ur flamm-tan.


An den glac'haret-se en deus kriet, an AOTROU en deus e selaouet hag e zieubet eus e holl enkrezioù.


Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!


Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoù al leoned, ha n'o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazañ. Ha dirazout ivez, o roue, ne'm eus graet droug ebet.


Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.


Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na’z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,


Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,


Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.


Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec’h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d’ar marv.


Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.


Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c’hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc’henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc’h adalek krouidigezh ar bed.


Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.


Evel ma’z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c’houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?


An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c’heloù mat-mañ.


Pa voe echuet deizioù e garg, ez eas d’e di.


En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet.


Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ Doue hag o lavarout:


Setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho; hag o doe ur spont bras.


Ar c’heloù eus kement-mañ a zeuas betek Iliz Jeruzalem, hag e kasjont Barnabaz betek Antioch.


Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n’en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved.


Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn.


E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.


A-daol trumm e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras, en hevelep doare ma voe brañsellet diazez ar prizon. Kerkent, an holl zorojoù a voe digoret hag ereoù an holl brizonidi a voe torret.


Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhañ hag emaon o servijañ a zo en em ziskouezet din en noz-mañ


Met un ael eus an Aotrou a zigoras e-pad an noz dorojoù ar prizon, o lakaas er-maez hag a lavaras:


o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c’hig ha salviñ hiniennoù anezho.


Dre-se ivez eo e paeit tailhoù, abalamour ma’z int servijerien Doue, oc’h en em reiñ dalc’hmat d’ar garg-se.


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


Plijet eo bet ganto hag, evit gwir, dleourien e oant ivez dezho, rak mar o deus bet ar baganed lod en o madoù speredel, e tleont ivez reiñ dezho lod eus o madoù douarel.


Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.


Rak evel ma n’en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg.


Rak servij ar prof-se a bourvez da ezhommoù ar sent, hag ouzhpenn c’hoazh eo leun a drugarekadennoù a vo rentet da Zoue gant meur a hini.


Ha mar d-oc’h da Grist, ez oc’h lignez Abraham hag an heritourien hervez ar bromesa.


gouezit eta penaos ar re o deus ar feiz a zo mibien Abraham.


Dre-se ar re a gred a zo benniget asambles gant Abraham an den-a-feiz.


da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,


Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.


Kredet em eus e oa ret kas deoc’h Epafrodit, va breur, va c’henlabourer ha va c’henvrezeliad, an hini hoc’h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,


ha ma rofe deoc’h-c’hwi a zo glac’haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c’halloud, e-kreiz flammoù-tan,


evit, o vezañ reishaet dre e c’hras, ma vijemp heritourien hervez esperañs ar vuhez peurbadus.


Ouzhpenn, pep beleg en em zalc’h bemdez oc’h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c’hellont morse lemel ar pec’hedoù kuit,


penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,


Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,


evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.


Dre-se Doue, o c’hoantaat diskouez gwelloc’h c’hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le,


Met bremañ en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc’h ma’z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc’h hag a zo bet savet war gwelloc’h promesaoù.


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc’h,


En hevelep doare, ezhec’h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc’h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc’h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc’h harz ebet ouzh ho pedennoù.


Diwar o fenn eo en deus Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, profedet o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoù santel


Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez’ en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan