An AOTROU a yae dirazo, e-pad an deiz en ur golonenn a goabrenn evit o ren dre an hent, hag e-pad an noz en ur golonenn a dan evit o sklaeriañ, dezho da gerzhout noz-deiz.
Dont a reas etre kamp an Ejipsianed ha kamp Israel. Hag e voe ur goabrenn deñval ouzh un tu, hag a roe gouloù en noz ouzh an tu all. Ne dostaas ket ur c'hamp ouzh egile e-pad an noz holl.
Hag e welis evel liv arem lufret, evel doare an tan tro-dro dezhañ. Adalek stumm e zivgroazell betek krec'h hag adalek stumm e zivgroazell betek traoñ, e welis evel doare an tan, hag e oa ur gouloù o skediñ a bep tu.
an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.