Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Habakuk 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Habakuk 3:2
45 Iomraidhean Croise  

Ha bremañ, abaoe ur pennad, an AOTROU hon Doue en deus graet trugarez deomp, hag ez eus manet ur restad ac'hanomp oc'h achap; roet en deus deomp un degemer en e lec'h santel, evit ma sklêrijenno hon Doue hon daoulagad, ha ma roio deomp un tamm buhez en hor sklavelezh.


Va skouarn he doa klevet komz diwarnout, met bremañ va lagad en deus da welet.


Va c'hig a gren gant an aon am eus razout, hag e toujan da varnedigezhioù.


Az pez soñj eus da drugarezioù, o AOTROU, hag eus da vadelezh, rak int a zo a bep amzer.


Salm David. Evit derc'hel soñj.


D'ar mestr-kaner; "Maskil" mibien Kora.


Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.


Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.


Hag e vi fuloret da viken a-enep deomp? Ha lakaat a ri da gounnar da badout a oad da oad?


Piv en deus kredet hor prezegenn? Da biv eo bet diskuliet brec'h an AOTROU?


Kuzhet em eus va dremm ur pennad ouzhit da goulz va c'hounnar, met truez am eus ouzhit dre un drugarez peurbadus, eme an AOTROU da zasprener.


Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Va c'hastiz, AOTROU, koulskoude dre vuzul, nann hervez da gounnar, gant aon na'm c'hasfes da netra.


Piv ne zoujfe ket ac'hanout, Roue ar broadoù? Kement-se a zo dleet dit, rak e-touez re furañ ar broadoù, hag en holl rouantelezhioù, den n'eo heñvel ouzhit.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent evit Babilon, e weladennin ac'hanoc'h hag e sevenin va c'homz vat en ho keñver, evit ober deoc'h distreiñ d'al lec'h-mañ.


Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.


Ma ro glac'har, truez en deus ivez, hervez braster e drugarezioù.


Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.


er c'hentañ vloaz eus e ren, me, Daniel, a gomprenas dre al levrioù penaos niver ar bloavezhioù en doa an AOTROU komzet diwarno dre ar profed Jeremia, evit kas da benn glac’haroù Jeruzalem, a oa dek vloaz ha tri-ugent.


Pedenn ar profed Habakuk, war don ur werz lourennek.


Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.


Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?


Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m’o devo ar vuhez, ha m’o devo anezhi gant fonnuster.


Met n’o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d’ar pezh hon eus prezeget?


Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc’h he feurc’hraio betek deiz Jezuz-Krist.


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


Hag ar pezh a weled a oa ken spontus ma lavaras Moizez: Spouronet on hag e krenan.


Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da’z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma’z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan