Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Habakuk 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Habakuk 2:4
17 Iomraidhean Croise  

rak, o vervel, ne gaso netra gantañ. E c'hloar ne ziskenno ket war e lerc'h.


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


a gerzh hervez va reolennoù hag a vir va barnedigezhioù evit ober hervez ar wirionez, an den-se a zo reizh, a-dra-sur e vevo, eme an Aotrou AOTROU.


Goude bezañ trec'het ar maread, e galon a c'hwezo. Lakaat a raio milieroù da gouezhañ, met ne vo ket kreñvaet a gement-se.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.


An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.


Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma’z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.


oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.


an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.


Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennañ.


En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan