Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Habakuk 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Habakuk 2:3
33 Iomraidhean Croise  

Evel ma komze c'hoazh, setu, ar c'hannad, o tiskenn d'e gavout, a lavaras: Setu, an droug-mañ a zeu a-berzh an AOTROU. Petra ken am eus da c'hortoz a-berzh an AOTROU?


Met te, AOTROU, te a ren da viken, ha da vemor a bad a oad da oad.


Esper en AOTROU, chom start, ra en em greñvaio da galon! Ya, esper en AOTROU!


Hag a-benn pevar c'hant ha tregont vloaz, deiz evit deiz, c'hoarvezout a reas penaos holl armeoù an AOTROU a yeas kuit eus bro Ejipt.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,


Esperout a rin en AOTROU a guzh e zremm ouzh ti Jakob, hag e vin en gortoz anezhañ.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


Rak me an AOTROU a gomzo, hag ar gomz a lavarin a vo peursevenet, ha ne vo ket daleet. Ya, ti disent, en ho teizioù e lavarin ar gomz hag e peursevenin anezhañ, eme an Aotrou AOTROU.


En deiz-se e yelo kannaded eus va ferzh war listri da spontañ Kush en he surentez, hag e vo spouron en o zouez evel e devezh an Ejipt, rak setu, dont a ra.


Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.


An daou roue o devo o c'halonoù o klask ober an droug, hag ouzh un hevelep taol e komzint gant touell. Met kement-se a chomo berr, d'ar c'houlz merket e vo un diwezh.


Hag e-touez ar re boellek, hiniennoù a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d'an amzer merket.


Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.


Hag e lavaras: Setu, emaon o vont da reiñ da c'houzout dit ar pezh a c'hoarvezo en diwezh eus ar vrouez, rak ez eus un amzer merket evit an diwezh.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!


Setu perak, va gortozit, eme an AOTROU, d'an deiz ma savin evit an diwisk. Rak divizet em eus dastum ar broadoù, ha bodañ ar rouantelezhioù, evit skuilhañ warno va c'hounnar, holl dan va fulor, rak an douar holl a vo lonket dre dan va gwarizi.


Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?


Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ.


Eñ a lavaras dezho: N’eo ket roet deoc’h anavezout an amzerioù pe ar c’houlzioù en deus merket an Tad en e c’halloud e-unan.


Graet en deus eus ur gwad hepken holl ouenn an dud, evit chom war holl c’horre an douar, o vezañ didermenet an amzervezhioù hag harzoù o chomlec’hioù,


met emañ dindan renerien ha kulatored betek an amzer merket gant an tad.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan