Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Habakuk 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 An AOTROU en deus respontet din o lavarout: Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi war daolennoù, evit ma vo lennet aezet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Habakuk 2:2
18 Iomraidhean Croise  

Kae bremañ, merk kement-mañ war un daolenn dirazo, skriv kement-mañ war ul levr, ma chomo evit an amzer da zont, bepred ha da virviken.


An AOTROU a lavaras din: Kemer un dablezenn vras ha skriv warni gant lizherennoù gwelus: Skrapadeg prest! Preizhadeg prim!


Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Skriv en ul levr an holl gomzoù am eus lavaret dit.


Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.


D'ar c'hentañ vloaz eus Belshazar roue Babilon, Daniel en doe un huñvre ha gweledigezhioù en e benn war e wele. Goude e skrivas an huñvre, hag e lavaras an traoù pouezusañ.


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


met gwelloc’h eo ganin lavarout en Iliz pemp ger dre va skiant evit kelenn ar re all, eget lavarout dek mil ger e yezh.


O kaout eta un hevelep esperañs, en em renomp gant ul librentez vras,


Skrivañ a ri war ar vein holl gomzoù al lezenn-mañ, o verkañ anezho mat.


Bremañ, skrivit ar c'hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c'hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.


En deiz-se e skrivas Moizez ar c'hantik-mañ, hag en kelennas da vibien Israel.


Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.


Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan