Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Habakuk 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En em zerc'hel a rin evel gedour, hag e vin em sav war an tour; eveshaat a rin ouzh ar pezh a lavaro din, hag ouzh ar pezh am bo da respont goude va c'hlemm.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Habakuk 2:1
23 Iomraidhean Croise  

Azezet e oa David etre an div zor, hag ar gedour a yae war doenn an nor, war-zu ar voger, hag o sevel e zaoulagad, e sellas: setu un den a rede e-unan.


Ha mibien Israel o doa graet e-kuzh traoù na oant ket didro a-enep an AOTROU o Doue. Savet o doa dezho uhellec'hioù en o holl gêrioù, adalek tour ar warded betek ar c'hêrioù kreñv.


Ar gward a oa war an tour e Jizreel a welas strollad Jehu o tont, hag e lavaras: Gwelout a ran ur strollad. Joram a lavaras: Kemer ur marc'heger, ha kas-eñ en arbenn dezho, ha ra lavaro: Evit ar peoc'h eo?


o, ra gavin unan bennak am selaouo! Setu va arouez: Ra responto an Holl-C'halloudeg din, ra skrivo va zamaller e glemm.


Disklêriañ a rin dezhañ niver va c'hammedoù, tostaat a rin outañ evel ouzh ur priñs.


Va Roue ha va Doue, bez evezhius ouzh mouezh va garm, rak te eo a bedan!


Diskouez deomp da vadelezh, o AOTROU, ha ro deomp da zieubidigezh!


Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.


Staliañ a reer an daol, ar warded a evesha, debriñ a reer, evañ a reer. Savit, kabitened! Olevit ar skoed!


Rak evel-henn en deus komzet an AOTROU: Kae, laka ur gedour, ra zisklêrio ar pezh a welo.


ha goude e krias: Ul leon! Aotrou, me en em zalc'h dalc'hmat war an tour e-pad an deiz, hag emaon em sav em flas e-pad an holl nozvezhioù.


Jeruzalem, lakaet em eus gedourien war da vogerioù, biken ne davint, nag en deiz nag en noz. C'hwi hag a zalc'h soñj eus an AOTROU, n'eus diskuizh ebet evidoc'h,


Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioù. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emañ e peoc'h an holl douellerien?


Lakaet em eus warnoc'h gedourien a lavar: Selaouit ouzh son ar shofar. Met lavarout a reont: Ne selaouimp ket.


Mab an den, lakaet em eus ac'hanout da c'hedour war di Israel. Selaou a ri komz va genoù, hag e kemenni anezho eus va ferzh.


Te, mab an den, da lakaet em eus evel gedour evit ti Israel. Selaou ger va genoù, ha kemenn anezho eus va ferzh.


Met me a sello etrezek an AOTROU, fiziout a rin e Doue va silvidigezh. Va Doue am selaouo!


peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n’eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc’h.


diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c’hig nag ar gwad


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan