Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Habakuk 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Dont a reont holl evit skrapañ, o dremmoù a zo astennet war-raok, dastum a reont prizonidi evel traezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Habakuk 1:9
22 Iomraidhean Croise  

Jozef a zastumas un niver ken bras a winizh ma oa evel traezh ar mor, kement ken na gonted ken anezhañ dre ma ne oa ken niver evit kontañ.


Neuze Hazael roue Siria a bignas hag a reas brezel a-enep Gad, hag he zapas. Hag Hazael a zroas evit pignat a-enep Jeruzalem.


Hag e lavaren: Mervel a rin em neizh, hag e liesain va deizioù evel an traezh.


Ha fellout a ra din o niveriñ? Niverusoc'h int eget an traezh. Ha dihun on? Me a zo c'hoazh ganit.


Gant muzul eo ec'h eus he c'hastizet, en ur gas anezhi kuit, pa voe argaset gant c'hwezh un avel greñv, e deiz avel ar sav-heol.


Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont.


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


Setu ez an da reiñ un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan. Hag e lakain kêrioù Juda da vezañ ur gouelec'h, hep den ebet.


En amzer-se e vo lavaret d'ar bobl-mañ ha da Jeruzalem: Un avel skarnil a c'hwezh eus lec'hioù uhel ar gouelec'h war hent merc'h va fobl, met n'eo ket evit gwentañ nag evit naetaat.


Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.


Setu, plantet eo, met hag e raio berzh? Pa stoko outañ avel ar sav-heol, ha ne zisec'ho ket? Disec'hañ a raio war al lec'h m'eo bet plantet ennañ.


Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.


Hag e tinodo en e benn dont gant nerzh e holl rouantelezh hag ober peoc'h gant roue ar c'hreisteiz. Hag e roio dezhañ e verc'h evit e goll. Met kement-se ne droio ket war an tu a-vat, ha ne vo ket dezhañ.


Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!


Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.


Daoust ha goullonderiñ a raio evit-se e roued, en ur lazhañ dalc'hmat hep truez ar broadoù?


Rak setu, emaon o vont da sevel a-enep deoc'h ar Galdeiz, ar bobl kriz ha taer-se, a red a-dreuz plaenennoù bras an douar evit perc’hennañ chomadurioù n'int ket dezhi.


Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.


Madian, Amalek ha mibien ar reter a oa strewet en traonienn niverus evel kilheien-raden, hag o c'hañvaled a oa diniver evel an traezh a zo war aod ar mor, kement e oa anezho.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan