Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Habakuk 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 He c'hezeg a zo skañvoc'h eget al louparded, lemmoc'h eget bleizi an abardaez. He marc'hegerien a ya war-raok gant lorc'h, he marc'hegerien a zeu eus a-bell, nijal a reont evel an erer oc'h en em deurel war e breizh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Habakuk 1:8
17 Iomraidhean Croise  

Tremen a reont evel bagoù broen, evel un erer a gouezh war e breizh.


Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c'huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.


Setu e pign evel koumoul, e girri a zo evel ur gorventenn, e gezeg a zo skañvoc'h eget an erered. Gwalleur deomp! An distruj a zo warnomp!


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu emañ o nijal evel un erer, hag ec'h astenno e eskell war Voab.


Setu perak leon ar c'hoad a lazh anezho ha bleiz ar gouelec'h o distruj; al loupard a zo war-c'hed a-enep o c'hêrioù, an neb a zeuio er-maez diouto a vo lonket, rak kresket o deus o disentidigezh ha kennerzhet o dianzavadur.


Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon.


Hon heskinerien a oa skañvoc'h eget erered an neñvoù, redet o deus war hol lerc'h war ar menezioù, ha stegnet o deus pechoù deomp er gouelec'h.


Lavar d'an ti disuj-mañ: Ha n'ouzoc'h ket petra eo an dra-se? Lavar: Setu, roue Babilon a zo aet da Jeruzalem hag en deus tapet he roue hag he friñsed, hag o c'haset en deus gantañ da Vabilon.


Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Un erer bras, gant divaskell bras hag ur stuc'henn hir, goloet a bluñv fonnus ha liesliv, a zeuas d'al Liban hag a dapas brank uhelañ ar sedrezenn.


Mac'hañ a raio da holl straedoù gant karnioù e gezeg, hag e lazho da bobl gant ar c'hleze, ha savadurioù da c'halloud a vo diskaret d'an douar.


Kemer ar shofar! Dont a ra evel un erer war di an AOTROU, rak o deus torret va emglev hag o deus pec'het a-enep va lezenn.


Soñj en devo eus e dud kadarn, met brañsellat a raint e-pad o c'herzh. Hastañ a raint etrezek ar voger, kempennet e vo an difenn…


He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.


E pelec’h bennak ma vo ar c’horf marv, eno en em zastumo an erered.


Respont a rejont dezhañ: Pelec’h e vo, Aotrou? Hag e lavaras dezho: E-lec’h ma vo ar c’horf, eno en em zastumo an erered.


An AOTROU a lakaio da sevel a-enep dit eus pell, eus pennoù an douar, ur bobl a nijo avel an erer, ur bobl na gompreni ket he yezh,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan