Habakuk 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Setu perak eo dic'halloud al lezenn, hag ar reizhder a zo kammet. Hag an den fall a stard an den reizh, setu perak e vez rentet barnedigezhioù gwallsiek.
Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.
Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n'en em zistroi ket evit mont war-lerc'h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.
Gwalleur d'ar re a c'halv an droug mat hag ar mad drouk, a laka an deñvalijenn e-lec'h ar sklêrijenn hag ar sklêrijenn e-lec'h an deñvalijenn, a laka ar c'hwerv e-lec'h an dous hag an dous e-lec'h ar c'hwerv!
Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioù. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emañ e peoc'h an holl douellerien?
Rak da vreudeur zoken ha ti da dad, ar re-se zo bet touellus ez keñver, ar re-se o deus kriet a-leizh-korzenn war da lerc'h. Na gred ket anezho, ha pa gomzont zoken en un doare c'hwek ouzhit.
Kerkent ha m'en doe Jeremiaz echuet da lavarout kement en doa an AOTROU gourc'hemennet da lavarout d'an holl bobl, ma krogas an aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl ennañ, o lavarout: Mervel a ri!
Ar c'hwibon zoken, en oabl, a oar hec'h amzerioù, an durzhunell, ar wennili hag ar c'haran a zouj amzer o donedigezh, met va fobl n'anavez ket barnedigezh an AOTROU.
Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.
Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.
Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.
Ne wei ket ar barnedigezhioù, ne ri van eus diavaez an dud, ne zegemeri ket donezonoù, rak an donezonoù a zall daoulagad ar re fur hag a vrein komzoù ar re reizh.