Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 C'hwi eta, bezit frouezhus ha kreskit, fonnit war an douar ha kreskit warnañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 9:7
7 Iomraidhean Croise  

Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.


Doue a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoù a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi.


Laka da zont er-maez an holl loened a zo ganit, a bep kig, kenkoulz al laboused, evel ar chatal hag an holl stlejviled a ruz war an douar, ha ra builhint war an douar, ra vint frouezhus ha ra greskint war an douar.


Doue a vennigas Noe hag e vibien, hag e lavaras: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit an douar.


Ar re-se eo tri mab Noe; drezo eo e voe poblet an douar holl.


Doue a gomzas c'hoazh ouzh Noe hag ouzh e vibien gantañ, o lavarout:


kemerit gwragez ha bezit tad da vibien ha merc'hed, kemerit gwragez evit ho mibien ha roit gwazed d'ho merc'hed, evit ma kanint mibien ha merc'hed, kreskit ha na zigreskit ket.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan