Geneliezh 9:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
5 Hag a-dra-sur me a adc'houlenno ho kwad, hini hoc'h eneoù. E c'houlenn a rin digant pep loen. Me a adc'houlenno ene an den eus dorn an den, eus dorn e vreur.
Ruben a respontas o lavarout: Ha ne'm eus ket lavaret deoc'h: Na rit ket ar pec'hed-se a-enep ar bugel? Met n'hoc'h eus ket selaouet ha setu, e wad a zo goulennet diouzhimp.
Seul vuioc'h, p'o deus tud fall lazhet un den mat en e di, war e wele, daoust ha ne adc'houlennin ket bremañ e wad eus ho torn, ha n'ho tilamin ket a-ziwar an douar?
Ar roue Joaz n'en doe ket soñj eus ar vadelezh en doa bet en e geñver Jehojada tad Zakaria, hag e lazhas e vab, a lavaras en ur vervel: An AOTROU a wel hag a c'houlenno kont!
pe en deus e skoet gant e zorn dre enebiezh, ha ma varv, a-dra-sur an hini en deus skoet a vo lakaet da varv, ur muntrer eo. Ar veñjer-gwad a lakaio ar muntrer da varv pa en em gavo gantañ.
evit ma kouezho warnoc’h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc’h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
Met p'en devo un den kasaet e nesañ, stegnet pechoù dezhañ, en em savet a-enep dezhañ, ha m'en devo skoet gantañ d'ar marv, mar tec'h en unan eus ar c'hêrioù-se,