Aon ha spont dirazoc'h o devo holl loened an douar, holl laboused an neñvoù, kement a fiñv war an douar, hag holl besked ar mor. Lakaet e vint holl etre ho taouarn.
Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n’eus netra dic’hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic’hlan, an dra-se a zo dic’hlan evitañ.
Koulskoude, hervez c'hoantoù da ene, e c'helli lazhañ ha debriñ kig e-barzh da zorojoù, hervez ar vennozh en devo roet dit an AOTROU da Zoue. An hini dic'hlan hag an hini glan a zebro, evel ma vez debret ar c'hazelenn pe ar c'harv.