Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Aon ha spont dirazoc'h o devo holl loened an douar, holl laboused an neñvoù, kement a fiñv war an douar, hag holl besked ar mor. Lakaet e vint holl etre ho taouarn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 9:2
16 Iomraidhean Croise  

Doue a grouas ar pesked bras hag an holl voudoù bev a fiñv a broduas an doureier gant fonnder hervez o rumm, ha pep labous askellek hervez e rumm. Doue a welas e oa mat kement-se.


Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.


Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.


An AOTROU Doue a reas eus an douar holl anevaled ar parkeier hag holl laboused an neñvoù, hag e lakaas anezho da zont etrezek Adam evit gwelout penaos ec'h anvje anezho ha ma vije anv pep boud bev an anv a roje Adam dezhañ.


Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hêrioù a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob.


Doue a vennigas Noe hag e vibien, hag e lavaras: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit an douar.


Kement a fiñv hag en deus buhez a vo deoc'h evel boued, reiñ a ran kement-se holl evel ar geot glas.


Ha fiziout a rez ennañ dre ma'z eo bras e nerzh? Hag e lezez dezhañ preder da labour?


Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, hag e kasin kuit al loened gwez eus ar vro, hag e vint o chom e surentez er gouelec'h, hag e kouskint er c'hoadegi.


En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.


kas a rin a-enep deoc’h al loened gouez a skrapo ho pugale, a zistrujo ho chatal, a nebeutaio ac’hanoc’h, hag e vo didud ho hentoù.


me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro;


Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan