Doue o bennigas ha Doue a lavaras: Bezit frouezhus, kreskit, leugnit an douar ha mestrognit anezhañ, renit war besked ar mor, war laboused an neñvoù ha war gement aneval a fiñv war an douar.
Doue a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoù a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi.
Laka da zont er-maez an holl loened a zo ganit, a bep kig, kenkoulz al laboused, evel ar chatal hag an holl stlejviled a ruz war an douar, ha ra builhint war an douar, ra vint frouezhus ha ra greskint war an douar.
Aon ha spont dirazoc'h o devo holl loened an douar, holl laboused an neñvoù, kement a fiñv war an douar, hag holl besked ar mor. Lakaet e vint holl etre ho taouarn.