Er bloavezh c'hwec'h kant eus buhez Noe, en eilvet miz, er seitekvet deiz eus ar miz, en deiz-se, mammennoù an donder bras a strinkas ha stouvelloù an neñvoù a zigoras.
Rak a-benn seizh deiz, e lakain ar glav da gouezhañ war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, hag e lamin diwar-c'horre an douar an holl draoù bev am eus graet.
Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d’egile: Deus! Hag e teu; ha da’m mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.