Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 8:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 8:1
35 Iomraidhean Croise  

Pa zistrujas Doue kêrioù ar blaenenn, Doue en doa soñj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hêrioù m'en doa chomet Lot enno.


Doue en doe soñj eus Rachel, ha Doue he selaouas hag a zigoras he mammog.


gant an holl voudoù bev a zo ganeoc'h, kenkoulz al laboused evel ar chatal hag holl loened an douar ganeoc'h, ar re holl a zo deuet er-maez eus an arc'h, holl loened an douar.


O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, na gas ket da netra ar pezh am eus graet gant ur garantez gwirion e-keñver ti va Doue hag an traoù d'ober ennañ.


Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez.


O va Doue! Az pez soñj anezho, rak saotret o deus ar velegiezh, emglev an aberzhourien hag al Levited.


prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din.


Setu e harz ouzh an doureier hag e tisec'hont, ha ma laosk anezho ec'h eilpennont an douar.


O! Ma kuzhfes ac'hanon e lec'h ar marv, ma c'holofes ac'hanon betek ma vo tremenet da gounnar, ma rofes din un termen, evidout kaout soñj ac'hanon.


Rak soñj en doe eus e gomz santel, hag eus Abraham e servijer.


AOTROU, az pez soñj ac'hanon ez madelezh e-keñver da bobl, laka da silvidigezh da zont din,


An AOTROU en deus bet soñj ac'hanomp, bennigañ a raio, bennigañ a raio ti Israel, bennigañ a raio ti Aaron.


Kanaouenn ar "Maalod". AOTROU, az pez soñj eus David hag eus e holl c'hlac'har.


An hini en deus bet soñj ac'hanomp pa oamp izelaet, rak e drugarez a bad da viken,


AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!


An AOTROU a oa azezet a-us d'al liñvadenn, an AOTROU a azezo da roue da viken.


AOTROU, da vadelezh a dap betek an neñvoù, da fealded betek ar c'hoabrennoù.


Moizez a astennas e zorn war ar mor, hag an AOTROU a zigoras ar mor e-pad an noz holl dre un avel vras eus ar sav-heol. Hag e lakaas ar mor da hesk hag an doureier en em faoutas.


C'hwezhet ec'h eus gant da anal, ar mor en deus o goloet. Ruilhet o deus evel plom e foñs an doureier galloudus.


Doue a glevas o hirvoudoù, ha Doue en doe soñj eus e emglev gant Abraham, gant Izaak ha gant Jakob.


Avel an hanternoz a zegas ar glav, hag an teod a zrouksoñj e kuzh a zegas an dremm buanek.


me a lavar d'an donder: Disec'het e vi, da stêrioù a gasin da hesk,


Ar sec'hor a zo war he doureier: ra vankint! Rak ur vro a idoloù eo, sot int gant o idoloù euzhus.


An AOTROU en deus touet dre c'hloar Jakob: Biken n'ankounac'hain o holl oberoù!


ha me na'm befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, ez eus enni ouzhpenn kant ugent mil den, na ouzont ket disheñvelout o dorn dehou diouzh o dorn kleiz, ha loened e niver bras?


Gourdrouz a ra ar mor hag e tisec'h, kas a ra da hesk an holl stêrioù. Ar Basan hag ar C'harmel a goazh, bleuñv al Liban a goazh.


AOTROU, klevet em eus ar pezh ac'h eus roet da glevout. Leuniet on a aon. AOTROU, e-pad ar bloavezhioù, laka da oberenn da advevañ! E-pad ar bloavezhioù, ro-hi da vezañ anavezet! Ez kounnar, az pez soñj da gaout truez!


Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoù ar mor, hag holl donderioù ar stêr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet.


Pa'z eot d'ar brezel en ho pro a-enep an enebourien a stourmo ouzhoc'h, e sonot a-strak an trompilhoù hag e vo soñj ac'hanoc'h dirak an AOTROU ho Toue, hag e viot dieubet eus hoc'h enebourien.


Ael an AOTROU a lavaras: Perak ec'h eus skoet gant da azenez teir gwech? Setu ez on deuet evit enebiñ ouzhit, rak un hent fall dirazon a heuliez.


Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.


rak he fec’hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.


Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan