Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 7:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Noe a yeas e-barzh an arc'h gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien, abalamour da zoureier al liñvadenn.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 7:7
10 Iomraidhean Croise  

Met diazezañ a rin va emglev ganit. Mont a ri en arc'h, te, da vibien, da wreg ha gwragez da vibien ganit.


An AOTROU a lavaras da Noe: Kae e-barzh an arc'h gant da holl diegezh, rak da welet em eus reizh dirazon er rummad-mañ.


An den poellek a ziaraog an droug hag en em guzh, met ar re eeun a dremen e-biou hag a vez kastizet.


Rak en deizioù a-raok al liñvadenn-veur, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a roe da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h,


An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.


ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c’hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c’hrae an arc’h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.


ma n’en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan