5 Noe a reas kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ.
Noe a reas kement-se, pep tra en doa gourc'hemennet Doue dezhañ.
Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ.
Neuze ne ruzin ket o sellout ouzh da holl c'hourc'hemennoù.
Evel-se e voe echuet holl labour an tabernakl, teltenn an engalv. Mibien Israel a rejont evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; ober a rejont evel-se.
Moizez a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ; ober a reas evel-se.
Moizez hag Aaron a reas eta evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho; evel-se e rejont.
Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.
Met e respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ.
Mar gouzoc’h an traoù-se, ez oc’h eürus, gant ma sentot outo.
E vamm a lavaras d’ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc’h.
hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc’h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.
en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab.