Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 7:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Rak a-benn seizh deiz, e lakain ar glav da gouezhañ war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, hag e lamin diwar-c'horre an douar an holl draoù bev am eus graet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 7:4
23 Iomraidhean Croise  

Plantenn ebet eus ar parkeier ne oa c'hoazh war an douar ha geotenn ebet eus ar parkeier ne ziwane c'hoazh, rak an AOTROU Doue n'en doa ket lakaet ar glav da gouezhañ war an douar ha ne oa den ebet da labourat an douar,


Doue a lavaras da Noe: Diwezh pep kig a zo deuet dirazon, rak an douar a zo leun a fallagriezh drezo. Setu, ez an d'o distrujañ gant an douar.


Ha me, setu, a ya da zegas al liñvadenn-veur war an douar, evit distrujañ kement kig en deus c'hwezhadenn a vuhez dindan an neñvoù. Kement a zo war an douar a varvo.


An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.


An AOTROU a lavaras: Lemel a rin diwar-c'horre an douar an den am eus krouet, adalek an den betek ar chatal, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, rak keuz am eus da vezañ graet anezho.


Hag e c'hoarvezas, a-benn ar seizh devezh, ma voe doureier al liñvadenn war an douar.


Ar glav a gouezhas war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.


Al liñvadenn a voe daou-ugent devezh war an douar. An doureier a greskas, a c'horrojont an arc'h, hag an arc'h a savas a-us d'an douar.


Kemer a ri ivez eus laboused an neñvoù seizh koublad, par ha parez, evit mirout o gouenn war-c'horre an douar holl.


Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas a-nevez ar goulm er-maez eus an arc'h.


Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas ar goulm met ne zistroas ken d'e gavout.


Mammennoù an donder ha stouvelloù an neñvoù en em stankas, hag ar glav a voe dalc'het en neñvoù.


Lamet int bet a-raok an amzer, aet eo o diazez gant ur stêr o tic'hlannañ.


Pa roe d'an avel e bouez, pa vuzulie an doureier dre gementadoù,


Laka direizhder war o direizhderioù, ha ra n'o devo lod ebet en da reizhder.


Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kasan ac'hanout a-ziwar an douar, mervel a ri er bloaz-mañ, rak ec'h eus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.


Dinac'het em eus ivez ar glav ouzhoc'h pa chome c'hoazh tri miz betek an eost. Lakaet em eus da c’hlavañ war ur gêr, ha ne'm eus ket lakaet da c’hlavañ war ur gêr all; ur park en deus bet glav, hag ur park all n'en deus ket bet glav hag en deus disec'het.


An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan