Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 7:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 7:16
15 Iomraidhean Croise  

Mont a rejont eta etrezek Noe e-barzh an arc'h, daou-ha-daou, eus kement kig en doa c'hwezhadenn a vuhez.


Al liñvadenn a voe daou-ugent devezh war an douar. An doureier a greskas, a c'horrojont an arc'h, hag an arc'h a savas a-us d'an douar.


Noe a reas kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ.


daou-ha-daou, par ha parez, a yeas etrezek Noe en arc'h, evel m'en doa gourc'hemennet Doue da Noe.


Setu e tiskar ha n'adsaver ket, ha pa brenn war unan bennak, ne zigorer ket.


Doue eo hor repu hag hon nerzh, ur skoazell en estrenvan, aezet bras da gavout.


Neuze e kerzhi e surentez war da hent, ha da droad ne streboto ket.


E-pad ma’z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.


Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.


Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!


c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan