Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 7:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Ar glav a gouezhas war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 7:12
10 Iomraidhean Croise  

Al liñvadenn a voe daou-ugent devezh war an douar. An doureier a greskas, a c'horrojont an arc'h, hag an arc'h a savas a-us d'an douar.


Rak a-benn seizh deiz, e lakain ar glav da gouezhañ war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, hag e lamin diwar-c'horre an douar an holl draoù bev am eus graet.


Mammennoù an donder ha stouvelloù an neñvoù en em stankas, hag ar glav a voe dalc'het en neñvoù.


Hag e savas, hag e tebras hag ec'h evas, ha gant an nerzh a roas ar pred-se dezhañ, e kerzhas daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh betek Horeb, menez Doue.


Moizez a yeas e-kreiz ar goabrenn hag a bignas war ar menez. Moizez a voe war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.


Goude m’en doe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en doe naon.


En em zalc'het on war ar menez evel an deizioù diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh. An AOTROU a selaouas ouzhin c'hoazh ar wech-mañ, an AOTROU ne fellas ken dezhañ da zistrujañ.


Stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour, en abeg d'an holl bec'hedoù ho poa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evit e fuloriñ.


Pa'z on pignet war ar menez evit degemer an taolennoù maen, taolennoù an emglev en deus graet an AOTROU ganeoc'h, ez on chomet war ar menez daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour.


ha penaos e voe kollet drezañ ar bed eus an amzer-se, goloet gant dour.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan