Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 7:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Er bloavezh c'hwec'h kant eus buhez Noe, en eilvet miz, er seitekvet deiz eus ar miz, en deiz-se, mammennoù an donder bras a strinkas ha stouvelloù an neñvoù a zigoras.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 7:11
27 Iomraidhean Croise  

Doue a reas an astennidigezh hag a zispartias an doureier a zo dindan an astennidigezh diouzh ar re a zo dreist an astennidigezh. Hag evel-se e voe.


Ha me, setu, a ya da zegas al liñvadenn-veur war an douar, evit distrujañ kement kig en deus c'hwezhadenn a vuhez dindan an neñvoù. Kement a zo war an douar a varvo.


Noe a oa oadet a c'hwec'h kant vloaz pa voe al liñvadenn-veur ha ma teuas an doureier war an douar.


D'an eilvet miz, d'ar seizhvet warn-ugent eus ar miz, an douar a voe sec'h.


Mammennoù an donder ha stouvelloù an neñvoù en em stankas, hag ar glav a voe dalc'het en neñvoù.


an ofiser en doa respontet da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Hag Elizea en doa lavaret: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.


An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.


Setu e harz ouzh an doureier hag e tisec'hont, ha ma laosk anezho ec'h eilpennont an douar.


Kleuzet eo ur puñs pell diouzh al lec'hioù tudet; ennañ ne c'heller ket araokaat gant an treid, hag e vezer ispilhet hag hejet pell diouzh an dud.


Hag aet out betek mammennoù ar mor, ha kerzhet ec'h eus war foñs an donder?


Piv a c'hell niveriñ ar c'houmoul gant furnez, piv a c'houllonder seier-lêr an neñvoù,


Dastum a ra doureier ar mor evel ur bern, hag e laka ar c'hoummadoù e stankadennoù.


Te eo a lakaas mammennoù ha gwazhioù da strinkañ, hag a zisec'has stêrioù dihesk.


Dre an anaoudegezh eo e vez digoret an donderioù, hag e laosk ar goabrennoù ar c'hlizhenn.


An hini a dec'ho dirak trouz ar spouron a gouezho er poull, an hini a vo adpignet eus kreiz ar poull a vo paket er roued, rak stouvelloù an nec'h a zigor, ha diazezoù an douar a gren.


An douar a zo roget! An douar a zo torret! An douar a zo brallet taer!


Ha ne zoujot ket ac'hanon, eme an AOTROU, ha ne grenot ket dirazon? Me am eus lakaet an traezh evel harz d'ar mor, dre ur reolenn beurbadus na dremeno ket. E goummoù a fiñv met dic'halloud int, krozal a reont met ne dremenint ket dreist.


Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù, hag e laka ur vrumenn da sevel eus pennoù an douar. Ober a ra al luc'hed hag ar glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù.


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa rin ac'hanout ur gêr wastet, heñvel ouzh ar c'hêrioù n'o deus ket a annezidi, pa lakain an donder da bignat a-enep dit, ha pa c'holoio an doureier bras ac'hanout,


Degasit an holl zeogoù da di an teñzor, evit ma vo bevañs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoù, daoust ha ne zigorin ket skluzioù an neñvoù, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul.


Rak en deizioù a-raok al liñvadenn-veur, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a roe da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h,


Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.


ha penaos e voe kollet drezañ ar bed eus an amzer-se, goloet gant dour.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan