Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Geneliezh 6:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Setu amañ lignez Noe: Noe a voe un den reizh hag eeun en e amzer, Noe a gerzhas gant Doue.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Geneliezh 6:9
34 Iomraidhean Croise  

Setu amañ lignez mibien Noe, Sem, Cham ha Jafed. Bet o deus mibien goude al liñvadenn-veur.


Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.


Setu ginivelezhioù an neñvoù hag an douar pa voent krouet, en deiz ma reas an AOTROU Doue an douar hag an neñvoù.


Hag e vennigas Jozef, o lavarout: Ra zeuio an Doue ma kerzhas va zadoù Abraham hag Izaak dirazañ, an Doue hag a zo bet va mesaer adalek ma oan betek hiziv,


Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue.


Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.


Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhañ.


Noe a voe tad da dri mab: Sem, Cham ha Jafed.


An AOTROU a lavaras da Noe: Kae e-barzh an arc'h gant da holl diegezh, rak da welet em eus reizh dirazon er rummad-mañ.


Bet on eeun gantañ, hag on en em viret diouzh va direizhder.


Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.


Met an uhellec'hioù ne voent ket lamet kuit a-greiz Israel. Koulskoude kalon Asa a voe eeun e-pad e holl zeizioù.


Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, met ne voe ket gant ur galon beurvat.


Bez' e oa e bro Uz un den anvet Job. An den-se a oa gwirion hag eeun, a zouje Doue hag a zistroe diouzh an droug.


An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug.


Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhañ... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun!


Evesha an den eeun, sell ouzh an den reizh, rak bez' ez eus un dazont evit an den a beoc'h.


Dieubidigezh ar re reizh a zeu eus an AOTROU, eñ eo o nerzh da goulz an estrenvan.


met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.


A-dra-sur war an douar n'eus den reizh ebet a rafe ar mad ha na bec'hfe ket.


ha ma en em gavfe eno an tri den-mañ, Noe, Daniel ha Job, e savetefent o eneoù en abeg d'o reizhder, eme an Aotrou AOTROU.


ha ma en em gavfe eno an tri den-mañ, Noe, Daniel ha Job, me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne savetefent na mibien na merc'hed, int hepken a vefe saveteet en abeg d'o reizhder.


Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ.


Bez’ e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh,


Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da’z kerc’hat d’e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ.


Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma’z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.


Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz.


Peurvat e vi e-keñver an AOTROU da Zoue.


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


ma n’en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan